Bremañ... 'zo bremañ !
Neuze 'oa neuze
Rimodellou
Da gonta rimodellou n'eus ket gwelloh evid Jañ-Mai Skragn.
Diou vuhez e-neus bremañ paotr an Uhelgoad : unan deuz an deiz, unan wir, hag unan all deuz an noz. Houmañ a hell beza brao-brao, med teñval ha kriz a-wechou.
Ar rimodellou 'n-eus skrivet el leor-mañ a zo traou bet bevet gantañ e-unan. Bez' zo ive traou hag a zo deuet en e spered da noz.
Lennit 'ta rimodellou Jañ-Mai Skragn, evid kompren penaoz... bremañ 'zo bremañ. Ha neuze oa neuze...